Un abadenn a feson zo bet d'ar Sadorn 20 ha d'ar Sul 21 a viz Gwengolo e Kastell Paol.

Ar strollad Bleuniadur Kastell Paol 'noa degemeret ar bagad evit o abadenn "Tres din ur breton".

Un abadenn brav ha plijus, leun ar sal.

Ar bagad 'neus eskemmet e tonniou gavotenn gand ar strollad krennarded. Un eskemm dispar etre an daou strollad.