E-gizh pep bloazh, disadorn trement, e oa aozet fest noz ar bagad war tem Halloween

Krampouezh ‘oa servijet da izili ar bagad hag o familh a-raok ar fest noz.

Gant ar « Skolaj » (skolodi o teskin) eo kroget an nozvezh dirak arvesterien prest ha laouen da zañsal. Kaset e oa ar « skolaj » gant Nathan Boucher, gwech kentañ dezhañ bezañ penn soner evit ar re yaouank. Gwech kentañ dezho seniñ dirak arvesterien evit lod ‘zo. Kendalc’het eo bet an nozvezh gant ar Bagad, hag en deus lakaet an dud da zansal war meur a donioù. Losket ‘n eus ar bagad plas d’an daouad Ben&Leon, Le Lann/ Tanguy ha Le Bour/ Bodros. Echuet eo bet an nozvezh war son ar strollad TekMao hag ‘n eus kaset koadaj evit an danserien kalonek diwezhañ.



 
Fotoioù : Anne-Sophie MADEC & Bernard HERRY