Disadorn tremenet e oa hini kentañ an daou sonadeg kinniget gant Bagad Bro an Aberioù.

Savet eo bet an arvest-se ur vloavezh ‘zo pa oa bet pedet ar bagad da seniñ er Gouel etrevroadel Montignac da skeudennañ Breizh. Da lakaat da anavezhout sonerezh Breizh gant ar vroioù all pedet er gouel-se, e-gizh bro Vrazil, bro Botswana ha bro Roumania, ar Bagad ‘n eus savet tonioù o meskañ sonerezh hengounel breizhad gant sonioù a-vremañ. An arvest bet kinniget disadorn ‘n eus adtapet ar sonioù bet sonet du-se, ha reoù ‘zo a oa bet sonet leun a vloavezhioù ‘zo gant ar bagad, awenet gant sonerezh a vro Iwerzhon pe bro Skos. Dre m’emañ ar bagad ur skol da stummañ sonerien nevezh, eo bet lakaet da seniñ ar « skolaj » (sonerien yaouank ar bagad) e-pad an arvest. Un nebeudig a tonioù ‘zo bet kaset gant danserien Avel Dro Gwiseni.